5 |
=> Trail Bro Montroulez => Morlaix => dimanche 28/05/2023 |
Trail Bro Montroulez
Daoust ma oa bet freuzet ar redadeg warlene abalamour d’ar govid e adkrogomp ganti leun a startijenn ganeomp! Aozet eo gant ar skol. Cheñch a ra stumm hag anv: deuet da vezañ TRAIL BRO MONTROULEZ. Tremen a raio ar redadeg dre lec’hioù glas war ar maez etre ar mor hag an argoad. Ur mod plijus da weladenniñ bro Montroulez! An trail kentañ renevezet a vo d’ar Sul 29 a viz Mae. Daou grogad ( 9 km pe 16 km) a vo. Loc’hañ a raio eus plasenn ar Pouliet e Montroulez. E-barzh Armorik Trail Challenge emañ.